Sous-titres
Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

41 video

Koulz eo din (Henri Morvan) - Toutouig

  • Image fiche duree 00:01:37
  • Image fiche episode Rann 35

Unan eus ar vreudeur Morvan mil-vrudet, Henri a zibun deomp ur rimadell e brezhoneg evit ar vugale. Deoc'h-c'hwi bremañ da dreuzkas ar yezh gant ho pugale !

Paozioù e brezhoneg
Koulz eo din mont d’am gwele,
'mo ket a grampouezh tomm feteiz.
Ma bleud zo 'barzh ur vilin blad
ha ma lard a zo 'barzh ar marc’had.
Ma c’hoad zo 'barzh ur guzhenn sec’h
'Benn a teuont ac’hane a vo bec’h !
Ma rozell zo ‘barzh ur bod fav
ha ma astell ‘barzh ur bod skav.
Ma zrebez zo 'ba Landreger
gant ur marichal oc’h ober.
Gant ur marichal pikotet
ha skoiñ warnañ korf e roched.


Paroles en français
Il est temps pour moi d'aller au lit,
Je n'aurai pas de crêpes chaudes aujourd'hui
Ma farine est dans un moulin
et mon bout de lard est au marché.
Mon bois est dans une cachette au sec
Jusqu'à ce qu'ils viennent il y aura de la peine !
Ma raclette est dans un bosquet d'hêtres
et ma spatule dans un bosquet de sureau
Mon trépied est à Tréguier
avec un maréchal qui travaille.
Avec un maréchal variolé
qui frappe en manche de chemise.


Petra eo Toutouig ? Rimadelloù pe kanaouennoù evit sikour treuzkas ar brezhoneg e-touez ar familhoù, gant arzourien ar vro. Kinniget e vez pep video gant ur brezhoneger a dalvez da skouer evit ar pezh a sell ouzh an taol-mouezh, an distagadur hag an ereadurezh.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !