Naruto
Naruto zo ur paotr yaouank a zo o vevañ e Konoha, ur gêriadenn ninja. E hunvre ‘zo dont da vezañ Hokage, da lavaret eo bezañ e penn ar gêriadenn. Koulskoude kalz tud ‘zo e tisfiz dioutañ rak toull-bac’het e oa bet ul loen diaoulek ennon : Kyubi, al louarn gant nav lost.