Demat tout an dud (Yolaine Delamaire) - Toutouig

  • 00:01:01
  • Rann 24

Ur rimadell kontet gant Yolaine Delamaire (Bro-Roazhon) evit ober anaoudegezh gant tout an dud. Deoc'h-c'hwi da gontañ anezhi d'ho pugale bremañ !

Paozioù e brezhoneg
Demat tout an dud,
ar re vras,
ar re vunud,
ar baotred
hag ar merc’hed
ar re dev,
ar re voan
ar re fin
ar re sot
tok, tok, tok ar re sot
ar re gousket,
ar re zihunet !


Paroles en français
Bonjour tout le monde,
les grands,
les petits,
les garçons
et les filles
les gros,
les maigres
les intelligents
les idiots
tok, tok, tok les idiots
ceux qui dorment,
et ceux qui sont réveillés !


Petra eo Toutouig ? Rimadelloù pe kanaouennoù evit sikour treuzkas ar brezhoneg e-touez ar familhoù, gant arzourien ar vro. Kinniget e vez pep video gant ur brezhoneger a dalvez da skouer evit ar pezh a sell ouzh an taol-mouezh, an distagadur hag an ereadurezh.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !