Sous-titres
Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

41 video

Peseurt Teurenn ? (Henri Morvan) - Toutouig

  • Image fiche duree 00:01:20
  • Image fiche episode Rann 11

Brudet eo ar vreudeur Morvan er bed a-bezh evit ar c’han ha diskan, met amañ ne vo ket 'met unan dioute, Henri Morvan, hag a zibuno deomp ur rimadell e brezhoneg evit ar vugale. D'ho tro bremañ da c'hoari gant ar yezh gant ho pugale !

Paozioù e brezhoneg
Peseurt teurenn ? Teurenn gistin !
Peseurt kistin ? Kistin podoù !
Peseurt podoù ? Podoù pri !
Peseurt pri ? Pri melen !
Peseurt melen ? Melen u !
Peseurt u ? U gwenn Janed !
Peseurt Janed ? Janed kozh !
Peseurt kozh ? Kozh ar butun !
Peseurt butun ? Butun korn !
Bountit ho fri ‘ba palv ma dorn !

Paroles en français
Quelle bedaine ? Une bedaine de châtaignes !
Quelles châtaignes ? Des châtaignes en pot !
Quel pot ? Des pots en argile !
Quelle argile ? De l'argile jaune !
Quel jaune ? Le jaune d'œuf !
Quel œuf ? L'œuf blanc de Jeanette !
Quelle Jeanette ? Jeanette la vieille !
Quelle vieille ? Du vieux tabac !
Quel tabac ? Tabac à pipe !
Écrasez votre nez dans le creux de ma main !

Petra eo Toutouig ? Rimadelloù pe kanaouennoù evit sikour treuzkas ar brezhoneg e-touez ar familhoù, gant arzourien ar vro. Kinniget e vez pep video gant ur brezhoneger a dalvez da skouer evit ar pezh a sell ouzh an taol-mouezh, an distagadur hag an ereadurezh.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !