Sous-titres
Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

248 video

Yann Tiersen, Tiny Feet : Tuchenn Mikael

  • 00:06:32
  • 02/06/2016
  • Sonerezh

Tuchenn Mikael gant Yann Tiersen ha TinyFeet, enrollet war-eeun e Run ar Puñs, e Kastellin
Tuchenn Mikael
Mintin abred on bet va-unan
’Kichen chapelig Sant-Mikael
ha tro-war-dro ar vrumenn
a stanke din prenestr ar bed.
Avel ebet war gern an duchenn
na trouz ebet ’oa tro-war-dro
ar balan sonn er vrumenn
ha war ar brug perlez ar glav.
Prennet e oa dor ar chapelig
met sant Mikael ’oa ket chalet
ha ni hon-daou er vrumenn
da ganañ brav ’oamp ’n em lakaet.
Mikael ha me da vat o kanañ
ur gwerz diwar-benn an arme
soudarded dall er vrumenn
e pep korn ar menez Are.
Met ouzh an oabl an heol a save
ken splann ha ’vit ar wech kentañ
hag ur wech sa’et ar vrumenn
n’oa ’met deñved war ar menez.

Youenn Gwernig

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !