Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

225 video

An Alkimiour – Paskal Lamour

  • 00:02:39
  • 29/01/2015
  • Sonerezh

Unan deus tonioù ar bladenn Le Chant de la mandragore (Kan ar mandragon) eo an ton-mañ, L'Alchimiste (An Alkimiour). Awenet eo bet ar bladenn gant levr Paskal Lamour ha Brucero, À la recherche de la mandragore (War glask ar mandragon). Diwar ar meskaj binvioù hengounel ha sonerezh elektronek e c'haller klevet ur sonerezh modern-kaer. E galleg emañ ar pozioù, a gont kest an drouizez Arzhmaelia, a zo e-kreiz an istor kontet 'ba 'l levr hag er bladenn. Mouezh Myrdhin eo a glever da heul ar muzik.
Ur c'hlip kenbroduet gant BNC Productions hag LB Krouiñ, gant skeudennoù ar sevenour Avel Corre .

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !