Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

56 video

Bec'h de'i ! Peseurt relijionoù arc'hoazh ?/30 vloaz ar gerlenn Sten Kidna (15-2)

  • 01:52:07
  • 18/09/2015
  • Ar bed o treiñ

Muioc'h-mui 'vez klevet kaoz deus an islam, ha n'eo ket dre ret bravañ doareoù mulzulmaned zo a vez lakaet war-wel. Da se e respont tud all ec'h eo ar gristeniezh relijion Bro-C'hall, hag ar vro-mañ ivez da heul marteze a-walc'h. Daoust hag ec'h eo ar c'houlz, hirie c'hoazh, da glask enebiñ ar relijionoù ?
Thierry Magot, penn-breton ha muzulman 'nezhañ, a adkas da soñj deomp zo un destenn diazez en islam, ar C'horan, hag a zo disheñvel-mat deus ar Sunna, un doare da lenn an destenn gentañ-se. Deus o zu e tiskouez Ivan Brient, person Plañvour, hag Eflamm Caouissin, aluzoner, pegen digor e c'hall bezañ an dud a relijion.
D'ar gerlenn Sten Kidna eo gouestlet eil lodenn an abadenn. Kanañ, flapat, aozañ kentelioù ha degouezhioù a bep seurt e talc'h tud mennet ar gerlenn d'ober tro-dro d'an Alre 30 vloaz zo.
Mouezhioù kaer ha brudet Mari Lorho-Pasco, Awena Courtet-Le Baron ha Catherine Pasco zo aet da heul ar gaoz a-hed an abadenn.
Un abadenn filmet er Bar breton 'ba Brec'h.
Evit mont pelloc'h gant ar preder 'c'hallit lenn, da skouer, levr Thierry Magot (anv pluenn : Jean-Marie Seiget) : Comment peut-on être breton et musulman ? – Humanisme, diversité et libération en islam, embannet e miz Meurzh 2015 e ti Coëtquen Editions.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !