Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

56 video

Bec'h de'i ispisial Gourfenn Gouren Breizh 2015 (14-8)

  • 01:52:59
  • 19/02/2017
  • Ar bed o treiñ

Gourfenn Gouren Breizh 2015
24 a viz Mae – Plerin
Evit goût pep tra zo da c'hoût war ar gouren, ur sport a zo dioutañ e Breizh abaoe ar 4re kantved : ur Bec'h de'i ispisial war-eeun ! Displeget zo deoc'h peseurt mod e tro ur c'hrogad, ha pal an emgann. “Lamm”, “kostin”, “kein” pe “netra”, diskouezet zo un emgann pazenn-ha-pazenn gant Zan ha Felix. Ha war ar pallenn 1, emgannoù renkañ, emgannoù fin, emgannoù merc'hed, paotred, tud yaouank : sekred ebet ken war ar sport hengounel a sach kalzig a dud yaouank er skolioù !
Mersi bras da c'hourenerien ampart Skol Sant-Brieg, Meriadec Bertin ha Pascal Ollivier, ha da skipailhoù Kendalc'h ar Gouren evit o degemer hag o skoazell. Mersi bras ivez d'an holl dud pedet o deus bet rannet ganimp, entanet anezhe, o c'harantez evit ar sport-mañ !
Ha dreist-holl, gourc'hemennoù d'an holl c'hourenerien tremenet war ar pallennoù, aet ar maout gante pe get !

Pellgargañ (pdf e galleg) :
disoc'hoù ar re yaouank
disoc'hoù ar re deut

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !