Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

56 video

Bec'h de'i ! (28) - Peskerezh ha DCNS en Oriant

  • 01:58:32
  • 18/04/2014
  • Ar bed o treiñ

Oberiantizoù ar peskerezh hag ar sevel-bigi evit an difenn, en Oriant
An abadenn Bec'h De'i-se 'zo troet tro-dro oberiantisoù porzh an Oriant :re an DCNS a sav bigi evit an difenn (programm FREMM) a zo kinniget gant Yves Mervin, ijinour en DCNS ; re porzh Keroman (peskerezh) a zo displeget gant Alain Le Sann, istorour ; re porzh ar goñverzh gant Alan Herve, betgwazour-lestr (shipping agent) en Oriant. Ur sell war istor ar sevel-bigi 'zo degaset gant Louis Le Ruyet, bet ijinour en DCNS hag ezel ar gevredigezh "Mémoire vivante de la construction navale" a zegemere an abadenn e Lann-ar-Stêr.
Ar Redadeg ha nevezentioù an embann
Clip nevez ar Redadeg 2014 a reiñ lañs da eil lodenn an abadenn. Jerald ar Gova zispleg hiroc'h palioù an darvoud-mañ aozet evit lakaat war wel ar brezhoneg. Da heul e reiñ Christian Le Meut un tañva eus al levrioù nevez embannet e brezhoneg penn da benn pe tamm pe damm.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !