Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

56 video

Bec'h de'i ! (30) – Ar rannvroioù nevez

  • 02:10:28
  • 23/06/2014
  • Ar bed o treiñ

Adaozañ ar rannvroioù
Kinniget zo ur gartenn nevez ar rannvroioù gant F. Hollande. Diwar an 22 rannvro a zo anezhe hirie e vo savet 14 rannvro nevez.
E Breizh zo bet klevet meur a hini o klemm hag o vont a-enep d'ar c'hinnig kartenn nevez-se. Lod a gomz deus fae ha goap ouzh ar Vretoned, pa c'houllont pell zo e vefe adstaget departamant al Liger-Atlantel ouzh Breizh, e vro istorel.
War al leurenn, tud gouiziek war an dachenn-se e-giz Ronan Koadig, Tudi Kernalegenn ha Mikael Bodlore-Penlaez, ha politikourien, Herve Guelou (UMP), Andre Lavanant (Breiz war-raok), Frédérique Le Nedellec (UDB), Yann-Bêr Thomin (PS), a zispleg raktres Hollande, hag a ra anv ivez deus raktresoù all, a glotfe gwelloc'h gant c'hoantoù ar Vretoned.
Ar strollad Tyto Alba, gant ar ganourez donezonet-hardî Loeiza Beauvir ha paotr e c'hitar, Grand Fred, a oa asambles ganimp evit sioulaat ar speredoù ha roiñ da glevet tonioù kaer bet savet gante.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !