Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

56 video

Bec'h de'i ! 15 - Mediaoù dizalc'h hag emren e Breizh ?

  • 02:15:55
  • 24/01/2013
  • Ar bed o treiñ

Mediaoù dizalc'h hag emren e Breizh, e brezhoneg... Ha posubl eo ? E peseurt mod ? Piv a c'houlenn ? Hag ezhomm zo ? Kazetennerien a-vicher hag a-youl-vat, hag arbennigourien war ar mediaoù e Breizh o deus klasket respont d'ar goulennoù-mañ en abadenn Bec'h De'i, e-ser ar festival Taol Kurun, e Bro Kemperle.
Gant : - Fabien Lécuyer (7Seizh.info) - Christian Rogel (Agence Bretagne Presse) - Laors Skavenneg (Dizale) - Olivier Le Clainche (kazetenner e Radio Bro Gwened) - Stefan Moal (kelenner e Skol-Veur Roazhon 2, arbennigour war ar mediaoù e brezhoneg)
Hag ivez...
Ostilhoù stlennek e brezhoneg, gant : - Alan Monfort (An Drouizig) - Yves-Marie Derbré (Wikipédia brezhonek)
Gartxot, tresadenn-vev hir en euskareg, gant : - Mixel Etxekopar (aktour ha kaner a Vro-Euskadi) - Asisko Urmeneta (sevenet Gartxot gantañ)
War an Ton Bras : abadenn nevez war Brezhoweb !Pennad-kaoz gant Claude Nadeau, animatourez.
Kronikenn Christian Le Meut war al levrioù hag ar c'helaouennoù.
Sonerezh : Eric Menneteau hag ar Brethoniques a ginnig o arvest nevez savet da-geñver Taol Kurun.
Enrollet e Skaer (e Penn-Kelenn an Traoñ, e ti Jisket [&] Mikael Floc'h-Kerne).

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !