Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

56 video

Bec'h de'i ! Merc'hed (14-1)

  • 02:07:51
  • 09/10/2016
  • Ar bed o treiñ

Mann 'met merc'hed en-dro da Lionel Buannic war leurenn Bec'h de'i ! an taol-mañ. Ha merc'hed o doa gouvezet lâret o soñj didro, eeun ha simpl, war gement temoù a-bouez hiziv en-dro da statud ar merc'hed.Daoust hag echu eo da vat gant ar stourmoù bet kaset er bloavezhioù 70 ? Ha kempouez eo an traoù etre paotred ha merc'hed, war dachenn al labour, ar vuhez prevez, ar vuhez sokial ? Ur bern gwirioù zo bet gounezet gant ar merc'hed n'eus ket hanter-kant vloaz zo c'hoazh, ha lakaet int e pleustr, an holl anezhe, e 2014 ? Peseurt skeudennoù a vez deus ar merc'hed er mediaoù, dañjerus alies, o dez levezon war kalzig a verc'hed, yaouank pe get ? Sell aze un nebeud deus ar goulennoù, e-mesk reoù all, bet savet ouzh Fanny Chauffin, Mélanie Jouitteau, Maela Kloareg, Gwenn an Dreo, Dominique Jestin-Bourges, Verónica Fueyo Alcedo, Lena Catalan, Anne Gouerou, Morwenn Le Normand…Ur plac'h ur vouezh kaer-kaer dezhi, Morwenn Le Normand, he doa roet lusk d'an abadenn, asambles gant he c'homper Ronan Pinc ouzh ar violoñs hag ar gourrebed.Ha da welet ivez, e-kerz an abadenn, making-of film Avel Corre, An dianav a rog ac'hanon, a vo gwelet a-benn nebeut-kaer war Brezhoweb.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !