Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

56 video

Bec'h de'i ! (23) - Ar Bonedoù Ruz

  • 02:13:22
  • 29/11/2013
  • Ar bed o treiñ

Ar bonedoù ruz
An enkadenn e Breizh
Gad, Marine Harvest, Tilly-Sabco, Doux...
Ganet eo an «Enkadenn Breizhek» (pe emsavadeg nevez ar bonedoù ruz) eus an dic’hopradegoù niverus ez eus bet e Penn-ar-Bed abaoe ur bloavezh.
Pelloc’h e ya ar c’hudennoù eget an ekotaos : al labour, patrom an diorren
ekonomikel hag ivez an doare da verañ anezhañ e Breizh ‘zo e kreiz an afer.
- Peseurt muzulioù ‘zo da gemer evit mont maez eus an enkadenn,
buan a-walc’h met ivez evit ma padfe an diorren ?
- Daoust hag-eñ e rankomp cheñch patrom an diorren ekonomikel e
bed al labour-douar hag e industriezh ar boued ? Ya pe get ?
- Bezañ muioc’h emren e Breizh evit kaout muioc’h a nerzh ekonomik ?
Gant :
Marc Andro , eil-maer (PS), eil-prezidant Ajañs «Kemper-Kerne Diorren»
Malo Boussel du Bourg , rener «Produiñ e Breizh»
Mona Bras , kuzulierez rannvro (UDB)
Yvon Cras , peizant bio (Confédération Paysanne)
Didier Goubil , maer Poullaouen (tu dezhoù), peizantha prezidant rann saverien-yer Kambr al labour-douar e Breizh
André Lavanant , sekretour-meur ar strollad «Breizh war raok»
Françoise Louarn , kuzulierez rannvro (Breizh tu dezhou ha tu kreiz)
bet labourerez-douar
Guillaume Roué , peizant, prezidant ar c’hoop Prestor
hag ar strollad micherel INAPORC (produerien moc’h)

Un abadenn enrollet d'ar 26 a viz Du 2013
e stal levrioù-ostaleri «L’Ivresse des mots»
4 straed Saint-Sauveur, 29400 Lambaol-Gwimilio

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !