Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

56 video

Bec'h de'i ! 18 - Bev-buhezek ar brezhoneg el Liger-Atlantel !

  • 01:57:25
  • 16/04/2013
  • Ar bed o treiñ

Eus bro Naoned emañ Brezhoneger ar bloaz, embannet Harry Potter e brezhoneg e Porniz, hag aet un toullad prizioù lennegel d'ar vro-se e 2013 c'hoazh. Bev-buhezek ar c'helenn brezhoneg eno hag o kreskiñ dalc'hmat... Unan eus skevent ar yezh e vefe al Liger-Atlantel ? Sed ar pezh a zo da welet ha da glevet en abadenn Bec'h De'i enrollet Naoned, e-kreiz ar Foar etrevroadel !
Gant :
- Tieri Jamet, embannadurioù An Amzer ha rener Ajañs Sevenadur Breizh el Liger-Atlantel, "Brezhoneger ar bloaz" Frañs 3 / Rannvro Breizh
- Anne- Claire Kivijer, kenurzhierez Ajañs Sevenadur Breizh el Liger-Atlantel
- Claire Cariou, kenurzhierez Kentelioù an Noz
- Damaris Merlet, renerez skolaj Diwan al Liger-Atlantel
- Marie-Thérèse Gorny, kelennerez brezhoneg a-youl-vat ha teñzorerez Skol Diwan Pornizh
- Pierre-Emmanuel Marais, skrivagner (Priz Langleiz ha Priz Frañs 3 / Rannvro Breizh evit "Alje 1957")
- Mathieu Guihard, krouet gantañ al lec'hienn ConsoBreizh
- Herve Morvan ha Gilbert Peron, Breizh Unvan
Kronikenn "Lenn e brezhoneg" gant Christian Le Meut
Sonerezh gant bugale Diwan Naoned hag ar strollad Esquisse.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !