Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

56 video

Bec'h de'i ! (21)- Bro Skos ha Katalunia : div vro nevez en Europa ?

  • 01:53:20
  • 15/10/2013
  • Ar bed o treiñ

Ur referendum diwar-benn an dizalc'h a vo aozet e Bro-Skos e miz Gwengolo 2014.
E Bro-Gatalunia eo bet prometet delc'hel ur votadeg ivez ar bloaz a zeu. Etre 1,6 million ha 2 villion a dud o doa savet ur chadenn hir (ar "Via Catalana") du-hont, evit dougañ ar goulenn-se d'an 11 a viz Gwengolo tremenet.
- Petra a cheñchfe evito bezañ dizalc'h ?
- Petra a cheñcho en Europa ?
- Petra a cheñcho evidomp-ni e Breizh hag er rannvroioù a ziskouezh un identelezh kreñv ?

Gant :
- Fabien Lecuyer, redaktour al lec'hienn "7seizh"
- Mikael Bodlore-Penlaez, geografour ha merour al lec'hienn "Eurominority.eu", ezel eus "Yes Breizh"
- Claude Nadeau, sonerez hag arzourez aorin eus Bro-Gebek
- Elsa Corre, kanerez yaouank, he doa bevet e Bro Iwerzhon hag e Bro Galicia

Hag ivez, ar gronikenn lennegel gant Christian Le Meut
Kanaouennoù : Elsa Corre [&] Hélène Jacquelot

Un abadenn enrollet e Pleskob (Morbihan), e sal ar gevredigezh "Petra Neue"

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !