Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

57 video

Bec'h de'i ! 1 – Politikerezh yezh

  • 02:26:54
  • 16/09/2011
  • Ar bed o treiñ

Politikerezh yezh ar Rannvro : e pelec'h ’maomp erruet ganti ?
Lena Louarn, eil-prezidantez ar Rannvro e-karg eus yezhoù Breizh, a respont da c'houlennoù Lionel Buannic hag ar sellerien.
En-dro dezhi war al leurenn : Fulup Jakez, rener Ofis Publik ar Brezhoneg, Glenn Jegou, kuzulier-kêr Roazhon e-karg eus ar Yaouankiz ha prezidant Skeudenn, Ana Sohier, kuzulierez-kêr Roazhon e-karg eus ar brezhoneg, Paul Molac, prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh…
Kronikoù : Fañch Broudig, Christian Le Meut, Corinne ar Mero.
Muzik : ar strollad Eien.
Kelaouadennoù : ar brezhoneg en Henbont, gant Kilian Gastinger (Ai'ta!) ; Ofis Publik ar Brezhoneg, gant Fulup Jakez ; C'hoariva etre Breizh hag Amerika ar Su, gant Celine Soun ha komedianed ar strollad.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !