Patatez ha kig-sall - Flapakarr n°11

  • 00:03:12
  • Rann 11
  • Filmoù ha seriennoù

Emañ pratik YB ouzh ar pellgomzer gant un den a seblant bezañ e-karg eus arzourien. Un taksi gwir en dije kavet gwelloc’h evit mont d’e sonadeg. Plijus eo an oto, ar blenier ivez kredapl, met e koulz en em gav an taksioù ! YB a gemer an traoù-se evitañ met ne lâr netra rak nec’het e seblant bezañ e bratik. Adkrediñ a ra ar pellgomzer ha komañs d’ober trouz gant e c’henoù. « Ur gudenn ‘peus ? » a c’houlenn YB. « ‘Meus ket, o pleustriñ ‘maon ! »

Flapakarr zo un arload kenweturiñ nevez en he mod da vont en-dro rak implijout a ra ar brezhoneg. Kavet he deus buan implijerien e-leizh. Beajourien daonet eo ar Vretoned, hag ar vrezhonegerien ivez ! Kalz a hent a vez foetet gant Yan-Baol. Fellout a ra dezhañ e vefe graet « YB » (YeBe) anezhañ. Un embregerezh vihan zo bet savet gantañ evit sevel produioù kened gant bezhin. Nevez zo en deus kinniget e servijoù war arload Flapakarr. Kontant eo Yann-Baol (YB) d’en em gavout gant tud nevez a-drugarez d'an arload kenweturiñ "Flapakarr".

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !