Ur wech e oa er C'hornôg - Flapakarr n°8

  • 00:02:46
  • Rann 8

Kas a ra YB unan eus e genweturien feal, Bitrak e anv, en ul lec’h n’eo ket gwall dermenet c’hoazh (ar pezh a ra da YB bezañ inervet). Azezet eo er penn a-raok gant ur pezh sac’h war e varlenn hag e deltenn div eilenn war-nes dispakañ en a-dreñv. Lâret a ra YB dezhañ e vo daou zen all o tont en oto. Gouzout a ra Bitrak : e gamaraded eo ar re-se. Emaint o vont d’ar memes teknival !

Flapakarr zo un arload kenweturiñ nevez en he mod da vont en-dro rak implijout a ra ar brezhoneg. Kavet he deus buan implijerien e-leizh. Beajourien daonet eo ar Vretoned, hag ar vrezhonegerien ivez ! Kalz a hent a vez foetet gant Yan-Baol. Fellout a ra dezhañ e vefe graet « YB » (YeBe) anezhañ. Un embregerezh vihan zo bet savet gantañ evit sevel produioù kened gant bezhin. Nevez zo en deus kinniget e servijoù war arload Flapakarr. Kontant eo Yann-Baol (YB) d’en em gavout gant tud nevez a-drugarez d'an arload kenweturiñ "Flapakarr".

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !