Ne dalv ket ur gwenneg - Flapakarr n°1

  • Image fiche duree 00:02:53
  • Image fiche episode Rann s1e1

Torr-penn eo an den kenweturet gant YB abalamour da priz ar veaj. En em zifenn a ra YB, met netra d’ober. Lezel a ra anezhañ da gomz d’e roched neuze, reiñ taolioù penn-bazh d’an arload, d’e garr-tan, da liv an amzer, d’ar politikerezh… Hon haroz ne lâr nemet « hum hum » ha sellet a ra ouzh ar vro dirak e zaoulagad, arru eo poazh. Sell ‘ta, un den o c’hoari biz-meud ! Saveteet eo !

Flapakarr zo un arload kenweturiñ nevez en he mod da vont en-dro rak implijout a ra ar brezhoneg. Kavet he deus buan implijerien e-leizh. Beajourien daonet eo ar Vretoned, hag ar vrezhonegerien ivez ! Kalz a hent a vez foetet gant Yan-Baol. Fellout a ra dezhañ e vefe graet « YB » (YeBe) anezhañ. Un embregerezh vihan zo bet savet gantañ evit sevel produioù kened gant bezhin. Nevez zo en deus kinniget e servijoù war arload Flapakarr. Kontant eo Yann-Baol (YB) d’en em gavout gant tud nevez a-drugarez d'an arload kenweturiñ "Flapakarr".

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !