N’eo ket evit he zeod - Flapakarr n°21

  • 00:04:06
  • Rann 21
  • Filmoù ha seriennoù

N’eo ket aes ar gaozeadenn etre YB hag he fratikez. Deskiñ a ra ar plac’h yaouank yezh ar vro ha daoust ma n’eo ket en he bleud gant ar brezhoneg c’hoazh e striv evit bezañ komprenet. C’hoant-bras he deus da vont war-raok.

Flapakarr zo un arload kenweturiñ nevez en he mod da vont en-dro rak implijout a ra ar brezhoneg. Kavet he deus buan implijerien e-leizh. Beajourien daonet eo ar Vretoned, hag ar vrezhonegerien ivez ! Kalz a hent a vez foetet gant Yan-Baol. Fellout a ra dezhañ e vefe graet « YB » (YeBe) anezhañ. Un embregerezh vihan zo bet savet gantañ evit sevel produioù kened gant bezhin. Nevez zo en deus kinniget e servijoù war arload Flapakarr. Kontant eo Yann-Baol (YB) d’en em gavout gant tud nevez a-drugarez d'an arload kenweturiñ "Flapakarr".

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !