Poupig On Board - Flapakarr n°3

  • Image fiche duree 00:03:01
  • Image fiche episode Rann s1e3

Degemer a ra YB ur c’houblad amourouzien gwall okupet. Dougerez eo ar plac’h yaouank hag azezet war ar skabell a-dreñv. Tapet he deus krog e dorn he c’harantez stalier dirak. Direnket eo YB un tamm gant o c’hoarioù touch-touch, se zo kaoz e krog da gaozeal kuit d’en em santout e-unan. Kontañ a ra ar paotr yaouank en em gavo gant e dud-kaer evit ar wech kentañ an noz-se. Aiou ! Daoust ha n’eo ket ur waskadenn a vije bet sañtet gant ar plac’h ?

Flapakarr zo un arload kenweturiñ nevez en he mod da vont en-dro rak implijout a ra ar brezhoneg. Kavet he deus buan implijerien e-leizh. Beajourien daonet eo ar Vretoned, hag ar vrezhonegerien ivez ! Kalz a hent a vez foetet gant Yan-Baol. Fellout a ra dezhañ e vefe graet « YB » (YeBe) anezhañ. Un embregerezh vihan zo bet savet gantañ evit sevel produioù kened gant bezhin. Nevez zo en deus kinniget e servijoù war arload Flapakarr. Kontant eo Yann-Baol (YB) d’en em gavout gant tud nevez a-drugarez d'an arload kenweturiñ "Flapakarr".

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !