War an hent - Jack Kerouac

Here 2021

  • Diverradenn
  • Video
  • Da lenn
  • Plijet / Displijet

Diverradenn

"War an hent", romant brudetañ Jack Kerouac a zo bet troet gant Kristian Braz. Un oberenn blaz a frankiz ganti, hag a blijo deoc'h… Pe pas, kar n’eo ket aes mont da heul Kerouac, alias Sal Paradise, dre dreuz an Amerik. Ne verna ket, e gwirionez : brav eo kinnig lennegezh ar bed holl e brezhoneg !

Diveradenn

War an hent, skrivet e doare un emvuhezskrid, a oa bet embannet e 1957. Ennañ e kont Jack Kerouac buhez Sal Paradise hag e vignoned, re ar Beat Generation. Bevañ baleant a reont dre ar Stadoù-Unanet evel chas diberc’henn war glask “an dra”, evel ma lavar Dean Moriarty, ur vuhez speredel, douar an diougan diouzh lusk diroll ar bepop, an alkol, an divizoù hir ha padus e-kreiz an noz, an darempredoù revel hag an hent a ranker mont gantañ, kousto pe gousto dre maezioù ec’hon Amerika.

Skrivet gant: Jack Kerouac
Ti-embann: Al Liamm
Bloaz: 2021
Niver a bajennoù: 452
Ment: 13x20
Skignet gant: Coop Breizh
Danvez: Roman

Video

Al levr kinniget gant Brezhoweb

Levr René Tanguy: Youenn Gwernig / Jack Kerouac

Hent Montroulez (On the Road) - Youenn Gwernig

Da lenn

Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !