-
Dindan ar bili, an traezh - Fillip Oillo
-
Kenstrivadeg Danevelloù - Kemper
-
War-Vor - Madelyn Ann
-
Lellig - Annie Ebrel
-
Cap'tain Paillettes - Arvorig FM
-
Fin ar bloaz e Terrug - Radio Kerne
-
Golf natur Langoned - RKB
-
E-kreiz ar c'hampionad Back-Hold - RKB
-
Ar maouezed e bed ar politik: bresk eo c'hoazh - RBG
-
Istor ar Joint Français e Sant-Brieg - Radio Naoned
-
Olier Bivig war-dro d’al lec’hioù tener - RKB
-
Breizh Kafe - Brest
-
Frapad kaoz war One Piece - Arvorig FM
-
Lucienne, bugaleaj b'an natur - RBG
-
Deomp d'an aod ! - Radio Kerne
-
Kelenn...Deskiñ gant Clément ha Fanny Chauffin - Radio Kerne
-
Implij ar brezhoneg goude bezañ bet e Diwan gant Henri ha Marie-Claire - Radio Naoned
-
Spezed Quebec - RBG
-
Alvan & Ahez - Eurovision Frañs
-
War an hent - Jack Kerouac
-
Talm ur Galon - Startijenn
-
Gwenneien an aotrou Skouarneg - Michèle Simonsen, Magali Le Huche
-
Lost ar big - Ifig & Nanda LE TROADEC
-
Kroaz Raden - RKB
-
Garlonn e live - Radio Naoned
-
Koñchennoù Lanig Rouz - Radio Kerne
-
Petra c'hoari ganit - Tornoz & Geekezig
-
Deomp da c'hoari - Sant-Brieg
-
Morlenn - Jorj Aberve-Gwegen
-
War Vordig ar Stêr Izold - Maï Ewen
-
Liv ar Skeud - Kelenn Nikolaz
-
Festival Cannes - Radio Kerne
- Diverradenn
- Video
- Da lenn
- Plijet / Displijet
Diverradenn
C’hwi zo bet ‘ba Brest kredabl ha taolet ur sell war ar vorlenn a sko war Plougastell ha ragenez Kraoñ pelloc'h c'hoazh... Pegen brav ha peoc’hus !
Met piv ‘neus soñj deus gannoù ar brezel ?
Gant al levr-mañ 'viet kaset da heul Anton Ruellan hag eñvorennoù e yaouankiz. Un istor kriz ha fromus Jorj Abherve-Gwegen, hag a dalveze Priz Dazont ar Brezhoneg, sur ha n’eo ket marteze…
Diveradenn Kuzul ar brezhoneg:
Labour, hunvreoù, karantezioù... treiñ a ra bravik e dammig buhez gant Anton... betek d’ar brezel lakaat e vedig-bed da horjellat. Ugent vloaz eo pa grog ar bombezadegoù da zrastañ Brest. Gant ar rekizadur taolet war an dud yaouank e vo ranket dezhañ mont da skoachañ war ar maez gant e geneil Julian. Pa zistroio da Vrest, e dibenn ar brezel, en em gavo sanket e spouron ar seziz. En em dennañ salv a raio eus an ifern-se, doaniet-don avat en e askre. Ha deuet ar peoc’h en-dro e tistro Brestiz d’o c’hêr tamm-ha-tamm met Anton ne gav ket e blas ken eno. Kuitaat Breizh eo a raio-eñ ha mont da glask e chañs da bellvro. Abeg gwirion e zivroañ avat n’eo ket an hini a grede da lod e oa. Daou-ugent vloaz war-lerc’h e konto Anton e istor d’ur studier yaouank deuet d’e enrollañ. Marevezh deroù ar radioioù dieub e oa…
Ti-embann: An Alac'h
Bloaz: 2021
Niver a bajennoù: 328
Ment: 12x19
Skignet gant: Kuzul ar Brehzoneg
Danvez: Romantoù