An ti a drizek siminal - Roparz Hemon

2011

  • Diverradenn
  • Video
  • Da lenn
  • Plijet / Displijet

Diverradenn

An ti a drizek siminal zo ur romant polis bet skrivet gant Roparz Hemon er bloavezhioù hanterkant. Istoer ur c’hazetenner yaouank, Youenn Jigouzo, hag az a da ziskuizhañ ‘pad pemzektez ‘kostez Kraon. Met ur wech arruet 'barzh e gambr, en deus c'hoant da esaeañ al lunedenn-vor bet profet dezhañ gant e vignon Jo, hag e welo un den o vezañ lazhet ‘barzh un ti hanter diskaret, hanter satanazet. Un enklask souezhus ha dedennus, gant ur fin dic’hortoz.

Deoc'h da c'hoût eo aes-tre da lenn peogwir eo bet skrivet e « brezhoneg eeun » : da lâret eo gant gerioù tennet deus ur roll 1 300 ger hepken ennañ, savet gant Roparz evit sevel skridoù a bep seurt. Peadra d’an deskidi da gaout plijadur en ur lenn istoerioù hep koll o amzer o klask gerioù divoaz ‘barzh ar geriadur.

Ur romant polis da heul ur bochad istorioù polis all bet skrivet gant Roparz Hemon : Ar c'horf dindan dreid va zad-kozh, Re Bennavel, Ur prenestr a oa digor, Ho kervel a rin en noz, Ar spered o tont da Jaketa...

Ti-embann: An Alarc'h
Bloaz: 2011
Niver a bajennoù: 182
Danvez: Romant polis

Video

Al levr kinniget gant Brezhoweb

Da lenn

Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !