Katell Chantreau (Desevel ar vugale e brezhoneg) - Pennad Kaoz

  • 01:38:09
  • Rann 14

Kaset he deus da benn Katell Chantreau un dezenn war treuzkas ar brezhoneg er familhoù. Lakaat a ra ar gaoz en hec’h enklaskoù war an diaesterioù koulz ha war ar youl a zo gant ar vrezhonegerien yaouank da gomz brezhoneg d'o bugale.
Pet anezho a deu a-benn da dreuzkas ar yezh ? Penaos 'vez graet ganto ha peseurt strategiezh a vez lakaet e plas ? Daoust ha c'hoari a ra endro ar gerent war o zibab da gomz brezhoneg gant o bugale ?
Evit an abadenn "Pennad-kaoz" eo aet Lionel Buannic da glask un nebeud respontoù d'ar goulennoù-se gant Katell Chantreau.
Un abadenn istitlet e brezhoneg.

Da selaou ivez e stumm ur podkast war Spotify hag iTunes!