Bernez Kloareg - Pennad Kaoz

  • 01:00:57
  • Rann 5
  • Ar bed o treiñ

Bernez Kloareg, skiantour meur, kelenner e "Sorbonne Université", aterset gant Lionel Buannic 'barzh an abadenn "Pennad Kaoz" savet gant Brezhoweb.
Skiantourien Breizh a zo e-touez ar re wellañ war ar bezhin. Ur veaj don ‘barzh istoer ar skiant hag istoer mab-den, a-drugarez d’ar bezhin.

Pellgargit testenn an atersadenn (e brezhoneg nemetken)

Geriaoueg
Bezhin, Goemon : Plant o kreskiñ er mor. Lenn muioc'h war Wikipedia e brezhoneg
Laminaria (digitata), Tali Moan, Baol : Ur spesad bezhin gell eo al Laminaria digitata, anvet tali moan, jelmestr pe baol e brezhoneg. Lenn muioc'h war Wikipedia e brezhoneg
Pigouilh : Benveg, ur seurt falz evit troc'hañ ha dastum ar goemon.
Wakame : Anv japanek evit meur a spesad bezhin hag a vez debret kalz e broioù Azia.
Laminaria saccharina, Tali friz : Ur spesad bezhin gell eo, gant kalz a sakaroz enno.
Anevaled : Loened
Ourmel, Haliotis : Kregin, loened ar mor hag a vez anavezet dindan un anv hollek “Boued-aod”. Lenn muioc'h war Wikipedia e brezhoneg

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !