Skrivagnerien – Aziliz Bourgès (1)

  • 00:08:07
  • Rann 1
  • C'hoari ha Dudi

Skrivagnerezed ha skrivagnerien int. Romantoù, danevelloù, barzhonegoù ha kanaouennoù a vez skrivet gante. Alies e vezont gwelet ha klevet er mediaoù da geñver embann ul levr, ur bladenn, met ne glever ket anezhe alies o lenn o oberennoù war-eeun, o lâret petra enne a zo a-bouez dezhe, doareoù ha temoù mesk-ha-mesk, o tisplegan pezh a dalv skrivañ evite, na pezh a zegas dezhe.
C'hoant zo savet e skipailh Brezhoweb goût hiroc'h war o soñjoù dezhe war ar pezh a reont, war an oberennoù a roont dimp ingal. Pevar warn-ugent anezhe o doa respontet d'hon fedadenn hag asantet dont da rannañ o soñjoù ganimp, ha ganeoc'h, en ur mod simpl hag eeun.

Sell aze pezh ac'h a d'ober danvez ar rummad “Skrivagnerien” a ginnigomp rannañ ganeoc'h amañ, tamm-ha-tamm, gant kalz a blijadur.

Skrivagnerien – Aziliz Bourgès

A-viskoazh – abaoe m’he doa desket ober… – eo bet techet Aziliz da skrivañ. E galleg da gentañ, e brezhoneg ivez goude-se, ha skrivañ en ur yezh pe eben a c'hall bezañ disheñvel a-walc'h.

Komedianez, animatourez, sevenourez, skrivagnerez romantoù ha pezhioù-c'hoari eo. Profañ a ra dimp amañ un tamm deus ur barzhoneg diembann betek-henn…

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !