Hent ar valtouterien - Tuto Breizh

  • 00:05:39
  • 1er diffusion en 2019
  • 06/11/2019
  • C'hoari ha Dudi

Evit trede rann Tuto Breizh eo en em gavet Juliette e Tredraezh-Lokemo gant Jakez Lintanff (animatour er gevredigezh "War-dro an Natur"), evit mont da zizoleiñ gwenodennoù ar valtouterien, deuit war he lerc'h !

Tuto Breizh, un abadenn nevez savet gant Brezhoweb. Er gelaouenn-mañ e kinnig Juliette Roger deomp dizoleiñ Breizh dre he daoulagad, reoù un europeanez yaouank en em gavet nevez zo e Penn ar Bed !

Kontañ a ra deomp ar wech kentañ ma oa bet e Traoñienn ar Sent, ar mod m’he doa graet anaoudegezh gant an drouized, he fourmenadenn gentañ war hent ar valtouterien peotramant c’hoazh he gweladenn 'barzh un tour-tan...

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !