Dastum holen Gwenrann - Tuto Breizh

  • 00:07:06
  • 11/12/2019
  • C'hoari ha Dudi

Evit pempvet rann Tuto Breizh eo en em gavet Juliette e Gwenrann gant Ewan Thébaud (Heñchour), evit lakaat ar gaoz war paludoù holen Gwenrann ha deskiñ kement tra zo da c’hoût diwar-benn ar vicher-se kaset da benn en ur mod artizanel gant paludourien Breizh.

Tuto Breizh, un abadenn nevez savet gant Brezhoweb. Er gelaouenn-mañ e kinnig Juliette Roger deomp dizoleiñ Breizh dre he daoulagad, reoù un europeanez yaouank en em gavet nevez zo e Penn ar Bed !

Kontañ a ra deomp ar wech kentañ ma oa bet e Traoñienn ar Sent, ar mod m’he doa graet anaoudegezh gant an drouized, he fourmenadenn gentañ war hent ar valtouterien peotramant c’hoazh he gweladenn 'barzh un tour-tan...

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !