Fardañ Kouign-Amann - Tuto Breizh

  • 00:08:45
  • 08/04/2020
  • C'hoari ha Dudi

Evit 11vet rann Tuto Breizh eo en em gavet Juliette e Brest gant Klervi Diridollou, evit deskiñ penaos fardañ Kouign-Amann ! Kit war-lerc’h Juliette evit deskiñ kement tra zo da c’hoût diwar-benn ar rekipe-mañ !

Tuto Breizh, un abadenn nevez savet gant Brezhoweb. Er gelaouenn-mañ e kinnig Juliette Roger deomp dizoleiñ Breizh dre he daoulagad, reoù un europeanez yaouank en em gavet nevez zo e Penn-ar-Bed !

Kontañ a ra deomp ar wech kentañ ma oa bet e Traoñienn ar Sent, ar mod m’he doa graet anaoudegezh gant an drouized, he fourmenadenn gentañ war hent ar valtouterien peotramant c’hoazh he gweladenn 'barzh un tour-tan...

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !