Sous-titres
Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

Pili Pala - Rann 3

  • 00:45:16
  • Rann 3

Lakaet eo Sara war glaou ruz tan. Ouzhpenn he micher eo 'zo lakaet en arvar : emzalc'h hag ersavioù he re-nes, he doa fiziañs enno betek-henn, a zinerzh anezhi tamm-ha-tamm. En o-zouez, ha da gentañ penn, emzalc'h he fried Dygi a zo kaoz d'he brasañ souezh.

Pili Pala a gont istor un diviz mezegel a dro da fall ha goude ma vefe bet kemeret gant kendruez. 'Vel gant ur reustl e tistag an diviz-se un heuliad darvoudoù o dilerc'hioù n'hall den mestrañ warno. Sara Morris (Sien Reese Davies, Craith / Hidden) zo ur guzuliadourez anavet, a labour en un unvezh mezegiezh ar grouell : war var vo lakaet he buhez koulz micherel ha personel pa asanto, en despet da ali he c'heneiled, ober war-dro he mignonez Elin (Fflur Medi Owen) zo 'tougen ur babig. Un drama a sell an holl war temoù ar familh hag ar mignoniezh, al lealded d'an dud, droug an traisañ, dic'hoanag an difrouezhusted. Ha penaos dont a-benn da vont dreist an traoù daoust da daoust-pe-zaoust ar moral hag ar santimantoù.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !