Sous-titres
Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

Pili Pala - Rann 4

  • 00:49:07
  • Rann 4

Skodeget eo Sara gant ar pezh en deus Dygi diskuliet dezhi. Dre m'he deus Sara da dalañ ouzh dilerc'hioù ar gwallzarvoud, n'he deus ket amzer da argilañ kement-se ha da ziskoulmañ an enkadenn nevez-se. He buhez kent 'zo o flekañ tamm-ha-tamm ha Sara en em gav dianket penn-da-benn. An dorn vo roet dezhi pa ne oa ket o c'hortoz netra ken digant den : dorn ar vignoniezh an hini vo. Met pa vo diskleriet ar setañs da vat, ha da zigablus vo lakaet Sara ? Ha daoust e vo ret dezhi en em zigareziñ peotramant e kollo da bep tra da viken ?

Pili Pala a gont istor un diviz mezegel a dro da fall ha goude ma vefe bet kemeret gant kendruez. 'Vel gant ur reustl e tistag an diviz-se un heuliad darvoudoù o dilerc'hioù n'hall den mestrañ warno. Sara Morris (Sien Reese Davies, Craith / Hidden) zo ur guzuliadourez anavet, a labour en un unvezh mezegiezh ar grouell : war var vo lakaet he buhez koulz micherel ha personel pa asanto, en despet da ali he c'heneiled, ober war-dro he mignonez Elin (Fflur Medi Owen) zo 'tougen ur babig. Un drama a sell an holl war temoù ar familh hag ar mignoniezh, al lealded d'an dud, droug an traisañ, dic'hoanag an difrouezhusted. Ha penaos dont a-benn da vont dreist an traoù daoust da daoust-pe-zaoust ar moral hag ar santimantoù.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !