Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

WebNoz gentañ ! – Kerzu 2006

  • Image fiche duree 01:48:37
  • Image fiche episode Rann 1

E miz Kerzu 2006 e oa bet roet lañs d'hon chadenn skinwel nevez skignet war ar web, gant un abadenn WebNoz. Abadennoù tabutal, flapañ, kaozeal deus a bep seurt temoù – sevenadurel, sokial, politikerezh –, o kinnig klevet tud hag arzourien ar vro, ne oa ket dioute war chadenn skinwel ebet ken, abaoe ma oa aet hunvreoù TVBreizh da get.

Er WebNoz gentañ, bet filmet e lise Diwan Karaez, war an tem “Peseurt dazont d’ar brezhoneg ? ”, o doa kemeret perzh : Yann-Bêr Thomin, Dominique Andro, Anna Morvan, Kenan an Habask, Yann Bijer, Visant Roue, Owen Poho, Marianna Donnart, Christian Le Meut… ha liseidi a oa 'ba Karaez d'ar c'houlz-se !

Deut da ganañ e oa Nolwenn Korbell ha Gwenyn Louarn, ha liseidi Diwan Karaez

Da welet ivez, div gelaouadenn bet filmet gant Saig Olivier, war “Titeuf e brezhoneg” hag “alato”, embregerezh bet savet gant Owen Poho.

Notenn : kollet eo fichennaouegoù orin an abadennoù WebNoz kentañ. Ne chom ken ’met ur gopienn izel ar c'halite dioute e ti Brezhoweb. E-ken-kaz m'ho pije bet pellgarget ar videoioù-se gwechall e vefemp kontant-bras o kaout ur gopienn deus ho fichennaouegoù. Kit en darempred ganeomp ! Ha mersi bras deoc'h…

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !