Poent dihuniñ, Trotig, bremaik ’h aimp kuit da vakañsiñ war vord ar mor ! Dav da Vammig pakañ he zraoù en he malizenn, ha da Drotig ober war-dro e sac’h ivez. Kas holl e c'hoarielloù gantañ a vefe brav dezhañ, met n’hallo ket. Dav ’vo dibab, ha ne vo ket aezet !