Gouel an Nedeleg zo hirie ! Mil-inervet eo Trotig : e brofoù a faot dezhañ kaout ! O ! Ur bern a zo ! Klask ’ra Trotig divinout 'pezh zo ’barzh da zigentañ. ’Ba ’r pakad kentañ zo un oto pellurzhiet. Degouezhet eo Boubou, hag ar memes oto dres en deus bet. Redadeg !