Ur c’hoari pesketa brav-spontus en deus bet Trotig, ha sikouret eo gant Tadig da staliañ ’nezhañ er poull-neuial er gêr. Dav lakaat dour da gentañ, ha pesked e-barzh da heul. Ha war-lerc’h, klask tapet ar pesked gant ar walenn. Met n’eo ket aezet ’vat !