Trotig 68 - Trotig hag ar c'hastell-traezh
War an aod emañ Trotig hirie. En em gavet eo gant Boubou, ha da sevel o-daou brasañ kastell-traezh a zo bet biskoazh ! Krog int ganti, met kouezhet eo an tourioù en o foull : re sec’h an traezh. Dav degas dour ’benn neuze. Lili, a oa o tastum bezhin ha kregin e-tal-kichen, a ginnig ober ur jardrin tro-dro d’ar c’hastell-traezh…