Serr-noz : Trouz an Anaon (2-5)

serr-noz : trouz an anaon (2-5)

Ur c’horf marv bet devet zo bet kavet war an tevenn, ha sell aze skipailh Mathias soubet ’ba un istor enebiezh a-gozh etre daou diegezh, stag ouzh marv ur vamm yaouank bet muntret trizek vloaz a-raok. Soñjal a ra kreñv da Vathias e kavo penn d’an istor pa gompreno abegoù ar muntr a-gozh-se. Met ne
blij ket da Vrosser e krogfe Mathias da studial a-dost pezh a oa c'hoarvezet gwechall. Ha dont a ray Mathias a-benn da c’hoût ar wirionez, pe harzet e vefe gant an neb a zo war e lerc’h ?