Serr-noz : Marvailh Nant Gwrtheyrn (2-3)

serr-noz : marvailh nant gwrtheyrn (2-3)

Da heul muntr ur breutaer, unan deus
pennoù bras ar vro, e teu war-wel un istor a garantez hag a goll,
liv warni an disfiz hag an diskred maget gant an dud a vev er maezioù
don. Abalamour da betra e veze Nora ha Daniel o vevañ kement war
o-unan? Petra zo bet kavet ’barzh o jardrin gant Mathias ? Ha
kavet e vo Daniel gantañ a-raok n’hallfe Glyn Powell lakaat e
grabannoù war ar paotr yaouank? Tremen buan a ra an amzer, met
goût a ra Mathias e c’hello ar vignoniezh zo etre Daniel ha Branwen
Powell heñchañ anezhañ etrezek ar wirionez.