Serr-noz : E-kreiz an noz (2-1)
Daoust da skeud an Anaon oc’h aloubiñ
e soñjoù, hag un dazont dezhañ en entremar, ec’h eo rediet ar
pennenseller Mathias da vont de’i adarre. Dav dezhañ kas un
enklask da benn war un torfed tan-gwall, pa zo bet devet un ti-feurm
distro ha kaset da heul ur vamm hag he bugel d'an ospital, o buhez en
arvar. Ha sell aze Mathias soubet en ur gumuniezh tud bodet en-dro da
dier-feurm war ziskar ha da chikanoù a-gozh. Petra zo ’ta en
afer-se a sach e evezh trawalc’h
evit ma n’afe ket e spered d’ar strad
? Dindan lagad
aketus meurbet Prosser e rank Mathias kas an enklask da benn vat, tra
ma klask ivez adsevel e vrud vat aet da fall.