Sūriyā, un heol aet da guzh

  • Image fiche duree 00:50:50
  • Image fiche diffusion 01/12/2015
  • Image fiche dispo Enlinenn betek 18/12/2015

Meur a anv he deus bet Syria (diwar ar gresianeg, pe Assyria, diwar al latin), pe Siria – an anv a vez lakaet dezhi bremañ e brezhoneg. “Sūriyā” zo un doare da dreuzskrivañ he anv diwar arabeg hirie, tost-mat d'he anv kozh “Sura/i", an hini a oa dezhi, marteze 'walc'h, er marevezh lakaet war-wel er film-mañ. “Sav-Heol” e talv ar ger-se… un heol aet da guzh abaoe, neuze.
En tu all d’un 12000 mil bloaz zo bennaket e oa bet ur c’hemm bras evit ar Vugale-den el lodenn-mañ deus an Douar: krog e oant bet d’ober gant al labour-douar ha savet o doa ar c’hêrioù kentañ. E-giz-mañ e oa bet penn-kentañ ur sevenadurezh.
Evit kompren istor ar vro-mañ ez eo ret mont da furchal en amzer gent, ha dibunañ kudennad stank an darvoudoù liesseurt zo bet abaoe ar penn-kentañ.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !