Ar Prof : Distro ar mab foran (rann 1)

ar prof : distro ar mab foran (rann 1)
{"IDpage":"","1er":""}{"IDpage":"322","titre1":"Ar Prof An Bronntanas","description2":"","titre2":"Ar Prof An Bronntanas"}
Pa zistro JJ Magill da vro Iwerzhon emañ embregerezh ar familh o vont da get. Galvet eo JJ evit ur c’hefridi skoazellañ er mor, asambles gant e vreur Macdara ha Jakub, un den dianavezet gantañ.
War bourzh ar vag, An Bronntanas (ar prof) hec’h anv, e kavont korf ur plac’h bet muntret. Re ziwezhat eo eviti met, kuzhet war vourzh, e tizolo Jakub ha Macdara un dra a c’hello cheñch o buhez da viken.