Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

Pig pe vran ? 14 – Lena Louarn

  • 00:01:30
  • 08/11/2016

Darn a zo brezhonegerien a-vihanik... Stourmerez a-vihanik eo Lena Louarn avat ! Daoust dezhi bezañ ganet e bro Pariz eo bet savet e brezhoneg asambles gant he breudeur hag he c'hoarezed. Ur wech degouezhet e Breizh er bloavezhioù 70 he doa kemeret perzh e Skol an Emsav, bet renerez anezhi e-pad un toullad mat a vloazioù hag oc'h ober war-dro ar gelaouenn viziek hollvrezhonek Bremañ, hag e ganedigezh ar skolioù Diwan.
Prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg eo-hi, hag anvet e skipailh kuzul rannvro Breizh asambles gant Jean-Yves Le Drian e 2010. Dibaoe eo bet lakaet da vezprezidantez ar rannvro e-karg eus yezhoù Breizh.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !