Lenga d'Amor
Diwar soñjoù e vugaleaj en atant ar familh e hanternoz ar Perigord e kont Patrick Lavaud deomp istor an okitaneg. En ur flapat gant tud e vezer fromet gante ez eo gant ar yezh hag ar sevenadur-se e lak ac'hanomp d'ober anaoudegezh. Diskouez a ra ar garantez e vag oute, en o stummoù gwechall koulz hag ar re zo warne hirie. Kas a ra ac'hanomp da vale war veur a hent : an hengoun dre gomz, sevenadur ar bobl, an anvioù-lec'h, ar panelloù divyezhek, ar c'hontadennoù, al lennegezh, an deskadurezh divyezhek ha dazont ar yezh... Ha kompren a reomp gwell plas an okitaneg e-mesk yezhoù ar bed.