Al lapin a c'haloup bepred…

  • Image fiche duree 00:26:28
  • Image fiche diffusion 16/11/2020
  • Image fiche dispo Enlinenn betek 16/12/2020

Un ostaleri war ar maez he doa Yvonne, ha chomet a-sav ganti tri bloaz zo bremañ. En tu all da 80 vloaz eo hirie, ha startijenn enni forzh pegement ! Brav ar vuhez, hervezi, ha pezh a gont eo an amzer a-vremañ hag an traoù da zont. ‘Ba ’n ostaleri zo roudoù deus an amzer bet, en aer… hag ivez ‘blam ma vez kalzig a dud o tont da gavout Yvonne, ingal-ingal. Deut eo Yann Bijer, a skriv romantoù, da flapat ganti hirie. Ha n’eus ken ‘met e brezhoneg, ‘vel-just, ‘c’h eo kap Yvonne da gontañ traoù a denn d’he c’halon, bremañ pa n’emañ ket kement war-wel d’an holl ken…

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !