Sous-titres
Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

Kleizhenn koulzad 2 rann 6

  • 00:58:19
  • 26/03/2021
  • Enlinenn betek 10/06/2021
  • Filmoù ha seriennoù

Emañ Connor en ospital, etre ar bev hag ar marv goude gwallzarvoud al lenn. Tra m’emañ o labourat diwezhat en noz, e resev Cadi John ur bellgomzadenn a-berzh an edukatour James Rhys, ankeniet goude bezañ gwelet Mia. Kaset eo ur skipail-furch d’ar c’hoadoù e-kichen Blaenau, e-lec’h m’emañ Rhys o chom.

Kaset eo Connor, diouzh e du, da servij prederioù askoridik an ospital. En e gichen, e klask e vamm e lakaat da zistreiñ.

Don er menezioù e kendalc’h ar polis da glask war-lerc’h Mia. Gwelet a ra Cadi ar grennardez o treuziñ ur wenodenn, ha heuliañ a ra anezhi dre ar gwez. A-benn ar fin en em gav tal-ouzh-tal ar chaseourez hag he freiz.

Harzet eo Mia ha kaset da Bangor e-lec’h ma vo kemeret e karg. Kuitaat a ra diwezhatoc’h Mia ha Lee pep o c’hell da vezañ goulennataet. Tamm-ha-tamm e tiskloz istor trist ha gwirion an daou vuntr, a-benn ar fin. Daou zen didamall bet lazhet. Buhez tri den yaouank distrujet.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !