Kleizhenn koulzad 2 rann 4
-
00:56:30
-
Rann s2e4
-
Enlinenn betek 27/05/2021
Pa vez goulennataet diwar-gont muntr Ellis e embann Karl Lewis n’en deus ket graet tra. Met santout a ra Cadi e kuzh un dra bennak. Dizale e ansav Karl n’eo ket liammet e santimant a gablusded da varv Ellis, met d’ar pezh a oa c’hoarvezet er skol pell zo. Dindan ar goulennoù start e anavez e oa gaou an tamalloù savet a-enep Ellis. Ar pal a oa louzañ e vrud da gaout anezhañ skarzhet.
Tra m’emañ Karl o prederiañ war efedoù e c’hevier e buhez Ellis, e tistro Cadi da Mia Owen. Honnezh eo he doa kaset da herzel Karl gant he zesteni faos. Goulenataet gant Cadi e ansav Mia he doa kontet gevier, p’he doa lavaret bezañ gwelet Karl. Ne oa ket fin eus he ferzh.
Santout a ra Cadi diouzh Mia pa gont hi eus he desevel diaked, hag an darempredoù tenn gant dousiged cheñch-didheñch he mamm, Karl Lewis en o zouez. Cadi, touellet gant he istor, a lez Mia mont kuit.
Distroet er post, e kav an edukatour James Rhys, deuet d’he gwelet. Kontañ a ra dezhi diouzh emlazh ur paotr yaouank, ur bloaz abretoc’h, a oa kaoz e oa bet serret kreizenn ar re yaouank.
E-keit-se, broudet gant he emgav gant Cadi, e sav Mia jeu er stal-esañs nepell. Dont a ra Lee da wareziñ e genitervez hag e krog d’en em gannañ gant ar perc’henn. Feurmour an ti zo e-tal ar stal, Sion, a laka fin d’ar jeu. Kaset eo Mia hag he mignoned da sutal. Mont a reont kuit, fuloret.
En noz-se, gwarezet gant an deñvalijenn, e tistro ar grennarded da antreal er stal dre enfreuz. Direnket int gant Sion a lavar dezho mont kuit. Mont a ra Mia da ouez hag e tro buan ar feulster da vuntr.
Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !