Gwilhoù Vihan : Strobinelliñ-strobinellañ (11)
Un tog
strobineller hag ur vazh-hud zo bet kavet er grignol gant Gwilhoù. Ober a
ra van ec’h eo-eñ hudour, o c’hoari asambles gant Milio. Goude bezañ soñjet meur a
wech e oa du e-lec’h ma oa gwenn, pe ar c’hontrefed, e krog an daou vignon da
grediñ ec’h eo ur gwir vazh-hud o deus kavet. Ha pa’n em lak kog dar ar gegin
da strinkañ dour da bep lec’h, e soñj dezhe o deus graet ur pezh mell sotoni…