Gwilhoù Vihan : Poltred ar c’hlasad (4)
Arriet eo koulz
poltred ar c’hlasad ha ne faot ket da Wilhoù na da Jakez bezañ poltrejet. Mont
a reont da gavet ar glañdiourez. War o hent e tremenont dre ar privezioù, ha dao
da c’hoari gant an dour ! Goût mat a ra ar glañdiourez petra emaint o paouez ober, ha roiñ a ra dilhad sec’h dezhe araok kas anezhe d’o c’hlas en-dro.
Ha sell aze an daou vignon gwisket an eil gant un t-shirt roz ur galon warnañ
hag egile gant ur chupenn c’hlas ur c’hanig warni. Gant ar vezh ruz !