Frifurch 16 : Ront Eusa – Diwan ar Faou & Yann Tiersen

frifurch 16 : ront eusa – diwan ar faou yann tiersen
Bugale kentañ derez Skol Diwan ar Faou ha Yann Tiersen…
Skeudennoù dezhi lusket gant ar soniadoù hag ar muzik, frammet doare klip ha reportaj mesk-ha-mesk, e tiskouez « Ront Eusa » peseurt mod e oa bet savet un tamm ton nevez gant Yann Tiersen, diwar ar soniadoù enrollet gant bugale kentañ derez Skol Diwan ar Faou. Awenet da vat int bet, da geñver baleadennoù o c'hlasad, gant douaroù kaer Park an Arvorig, Menez Are, ha re Eusa ivez.
Gante e oa ur c'hamera ha sonenrolleroù bihan : gant disoc'h o labour e c'hallomp gwelet ha klevet danvezioù ha sonioù er mod m'int bet gwelet ha klevet gant daoulagadoù ha divskouarnioù yaouank-flamm. Talvezet en doa an danvez-se da frammañ ar c'hlip ha da gemmeskañ an ton sonerezh. Un doare kaer da vont betek en o bed dezhe…
Ul lodenn deus ur bladenn eo an ton-se, ec'h a pemp ton all ouzhpenn d'ober anezhi. Diskouez a reont holl asambles pegen liesseurt eo bet disoc'hoù ar c'hrouiñ, eus an doare hengounel da zoareoù muioc'h dic'hortoz. E-kreiz ar c'hrouiñ-se eo bet ar vugale, padal e oa deut arzourien da gemer perzh ha da roiñ dorn dezhe : John Trap war an ton rap, Gwenael Kerleo ha Patrick Ewen war un an-dro, Tiny Feet ha Chapi chapo war un ton-rodell gant binvioù-c'hoarielloù, Kevin Camus o soniñ deus an tin whistlehag Yvon Molard deus an taboulinoù da heul laz-kanañ ar skol renet gant Gwenn an Dreo ha Maela Kloareg, ha gant Patrice Marzin eo bet stummet pep tra. A youl vat e oant deut holl da gemer perzh er raktres-se.
Ma faot deoc'h goût hiroc'h war ar mod ma oa bet kaset an traoù da benn vat, ma faot deoc'h ivez klevet disoc'h labour tout an dud-se, kit en darempred gant : aep.ar.faou@diwan.fr War werzh emañ ar bladenn “Beaj er Park” (10 €).

Brezhoweb
Plijet-hardî eo bet skipailh Bwb gant disoc'h ul labour ken brav ! Ur blijadur vras eo dimp lakaat ar c'hlip da vezañ gwelet amañ war ho pajenn…

Pennad-skrid 'ba 'n Telegramm